retour à la page d'accueil

pages 877, 878, 879

Pages 877, 878, 879

*******

Naontekvet devez a viz Kerdu

An den eürus Urban V

Pab (1362-1370)

-----------

Gwilhou Grimoart, an hini a dlee divezatoc'h dougen an hano a Urban V, a oa ganet en Grisac, el Lozer. (Doue a roas d'ezan da anaout abred eo ar zantelez al louzou c'houez vat a vir ouz ar ouiziegez da vont da fall. Rak-se, goude bezan grêt e studi en Montpellier hag en Toulouz, en em dennas en manati Sant-Viktor Marseilh.

Ac'hane e oe goulennet da vont d'ober skol da Vontpellier, da Bariz, da Avignon ha da Doulouz ; en kement lec'h ma tremenas, an diskibien a ziredas niverus da zastum mel e gelennadurez.

Ar vrud an evoa a reas da eskibien Klermont hag Uzes e gemer da vikêl-vras. Eun nebeut blaveziou goude, ar pab Klemant VI hen kasas d'an Itali.

Hanter-kant vla bennak a oa abaoue m'oa deut ar pabed da chom da Avignon, kement a reveulzi evel ma oa en Rom ; abaoue, kêr-benn ar bed kristen ne rê nemet koll tamm ha tamm he gened hag he danve. Gwilhou a oe karget da vont d'ober eun dro da welet ha dizrei a c'halle ar pab d'e gêr goz. Goude ar veaj-ze, e oe hanvet da abad manati Sant-Viktor Marseilh, ha da varo Innosant VI, digouezet ar 27 a vizgwengolo 1262, daoust ne oa ket c'hoaz kardinal, e oe grêt d'ezan pignal war Gador sant Per, hag e kemeras an hano a Urban V. Gwell oa gantan an hano-ze evit meur a hini-all, abalamour ar pevar o devoa e zouget en e rôk a oa bet sent bras.

Tri dra a c'hoantaas kas da benn : dizrei da Rom, kreski santelez ar gristenien, ha prezek ar fe er broiou goue.

An 8 a viz here 1367, e reas e zisken eo Rom. Kalon ar Romaned, ouz e welet, a dride en o c'hreiz. Kêr adregerne gant ar youc'hadennou a levenez: «Ra vezo meulet Jezuz-Krist ! Bue hirr d'hon Tad Santel ! » Urban a yeas, da gentan, da zaoulinan war beiou an Ebestel, hag epad ma rede an daerou eus e zaoulagad, o sonjal en trubuilhou a oa c'hoarvezet abaoue an tri-ugent vla ma oa et ar pab eus a Rom, e vouskanas ar c'hantik a lavare ar Judevien, pa oant en harlu war ribl an Buphrat : « Azezet war lez stêriou Babylon, e ouelemp o sonjal en Sion. »

Eun drue oa gwelet pegen diskernpenn oa deut da vezan an ilizou, abaoue ne oa mui o ferc'hen er gêr da evesât oute. Urban a lakas dioustu dresan iliz Sant-Pôl ha hini Sant-Yan-Latran.

Ober a reas ive ar pez a oa en e c'halloud evit lakat ar ouiziegez hag ar zantelez da greski e-touez ar veleien, ar venec'h hag al leanezed. Arôk rei ar c'hargou iliz, e selle ôuz ar zantelez ha nan ouz ar c'hinivelez. . Kas a reas misionerien betek an Indez hag ar Chin. Trouz o vezan savet etre ar Frans ha Bro-Zôz, e c'hoantaas mont da lakat ar peuc'h etre an diou rouantelez. Santez Berc'hed, a oa neuze en Rom, a glaskas e ziarbenn : « Doue, emezi, ne fell ket d'ezan ec'h afe ar pab eus an Itali. Ma zisro en Frans, e varvo prest goude. »

Daoust da ze, Urban a yeas en hent ; mes n'evoa ket laket mat e dreid en Avignon, pa oe skoet gant eur c'hlenved ha ne ouie den seurt ebet dioutan.

P'en em gavas falloc'h, e reas digeri dor e di, bag e lôskas ar bobl da dostât ouz e wele : « Red eo e welfe, emezan, penôs e varv ar pabed. »

Mervel a reas en miz kerdu 1870. Daou vla goude, e gorf a oe douget da vanati Sant-Viktor, ha d'an 10 a viz meurz 1870, Pi IX a roas ôtre da enori anezan evel den eürus.

---------------------


KENTEL

Gened an Iliz

An Iliz a zo eun emglev etre an dud evit pez; a zell madou an ene. Eun emglev eo ha n'eus ket he far war an douar ; rak n'eus hini-all ebet hag a vefe enni, war an dro, kement a unvaniez ha kement a dud.

Kemeromp daou gatolik, eur Breizad, mar karet hag eur Japonad, pell o-daou an eil diouz egile, pellan ma c'hell daou zen bezan, an eil diouz egile, war an douar-man.

N'o deus ket ar memes liou ; unan, ar Breizad, a zo gwenn ; egile, ar Japonad, a zo melen ; unan a gomz brezoneg ; egile a gomz japoneg ; unan a zoug bleo hirr ; egile a zoug bleo berr : unau a zoug dilhad start ouz e gorf ; egile dilhad lôsk ; unan a vev gant bara ; egile a vev gant riz ; unan a vev en eun ti men ; egile, en eun ti paper.

Daoust da ze, o-daou e lavaront ar memes Credo ; o-daou e heuilhont ar mêmes gourc'hemennou ; o-daou e kemerout peurz er memes sakramanchou ; o-daou e sentent ouz an den gwisket en gwenn, a zo du-hont en Rom, war Gador sant Per.

N'eus emglev ebet war an douar ken kaer hag Iliz Jezuz-Krist. Klasket, redet ar rouanteleziou ; treuzet ar moriou ; grêt tro ar bed ; n'eus netra par da Iliz Rom ; netra ken skedus ha pried Jezuz-Krist.

Bezomp eta d'ezi en hon bugaleach, en hon yaouankiz, en hon oad den, epad hon bue pen-da-ben, eus ar c'havel-badeziant d'ar c'havel-be.

Ra deuio hon dorn da zec'han hag hon teod da stagan ouz hon staon, ma tigouezfe d'imp, de pe de, ankouât ac'hanoc'h, o Iliz santel, ha ma paouezfe hon c'halon da dridal dre garante evidoc'h.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica