retour à la page d'accueil

pages 879, 880, 881

pages 879, 880, 881

*******

Ugentvet devez a viz Kerdu

An den eürus Per Canisius

Beleg eus Kompagnunez Jezuz, abostol an Alamagn (1519-1597)

-------------------------


Per Canisius, ginidik eus ar Holland, goude bezan grêt studiou kaer er Pologn hag en Louvain, a c'houlennas digemer en Kompagnunez Jezuz.

En amzer-ze e oa Luther, ar manac'h fall, tad ar brotestanted, kas dismantr ar bed kristen; et oa er-mêz eus an Iliz, ha c'hoant en devoa da welet an holl oc'h ober eveltan; tec'het oa diwar hent ar baradoz, ha c'hoant en devoa da welet an holl o vale gantan war hent an ifern. 

Evit diarbenn an droug a rê, ar pab Pôl III a zigoras konsil-meur Trant (1545). Per Canisius, deut da heul eskob Augsbourk, en em gavas, daoust d'e yaouankiz, da brezek ouspen eur wech, dirak Tadou ar C'honsil, ha gouzout a rê an tu da lakat e gomzou da domman ar c'halonou ha da sklerijenni ar sperejou.

O welet e rê an heretiked levriou da rei d'anaout fals-kredennou dre ar vro, Canisius a zonjas ne oa louzou ebet gwelloc'h ouz an droug evit eur skrid berr war ar gelennadurez kristen. Skrivan reas eta eur c'hatekiz, hag ober a reas anezan ken frêz ha ken sklêr, ma n'eus levr ebet gwelloc'h da lakat an dud, en berr amzer, da anaout ha da garet ar relijion gristen.

Konsil-meur Trant a oe klozet erfin, er bla 1563; Canisius a oe karget da embann e lezennou dre an Alamagn, hag hen ober a reas eus ar gwellan.

An heretiked a voullas neuze, en Magdebourk, eun istor eus ar relijion gristen hag a oa eun dismegans evit an Iliz katolik; ar pab Pi V a gargas Canisius da zispenn ar geier-ze. An den santel a zavas neuze al levr «Penôs e ve troet fall komzou Doue,» hag ennan e tisklerias hag e tifennas ar gwir le en eun doare dispar.

Eus an Alamagn, Canisius a oe karget da vont da zevel eur skolach vras da Fribourk, er Suis. Daoust pegement a breder a gemere gant an ti-ze, an den santel a gave amzer c'hoaz da brezek, da welet ar re glanv, da gelenn ha da c'honid an heretiked. Tud Fribourk a gare o abostol evel eun tad. Eun devez, protestanted Jenev, Lausann ha Bal, a gasas da Fribourk gwall skridou eneb Kompagnunez Jezuz.

Kanton Fribourk a-bez, evit gwalc'hi an dismegans-ze, a reas le dirak an nenv hag an douar da viret bepred e fe katolik.

Goude bezan gouzanvet poaniou skrijus epad pevar miz, Canisius a varvas en Fribourk, an 20 a viz kerdu 1597, o ren e driouec'h vla ha tri-ugent. Pi IX a lakas e hano war roll an dud eürus, an 20 a viz du 1864.

------------

KENTEL

Ar meritou

Ar zent a dremen o bue o tastum meritou evit ar baradoz.

I. - Meritou a dleer da zastum

Doue a roio e varadoz hag e gurunen d'an den, ma virit aneze : ne roio ket aneze en aluzen;  o goulenn a renko; o frenan a  renko; o faean a renko.

Ar meritou eo ar mone a dalv d'an den da baean e gador hag e gurunen er baradoz. Non coronabitur, nisi qui legitime certaverit : Ne vezo kurunet nemet an neb en devo stourmet evel m'eo dleet.

II. - Meritou a c'haller da zastum

Ar Skritur-Zakr hen diskouez. Lavaret a ra e vezo gopraet an oberou mat. Pep-hini a resevo e c'hopr diouz e labour.

Lavaret a ra petra vezo roët en gopr evit an oberou mât : «Tridet emezi, ha bezet laouen, rak ho kopr a zo bras ebarz en nenv».

Kement hini en devo dilezet e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c'hoarezed, abalamour d'in, en devo kant gwech muioc'h evit ar pez en deus lezet, hag ar vue peurbadus ouspen.»

Hag ar goprou-ze a zo roët, n'e ket hepken abalamour m'eo dereat da Zoue o rei, mes abalamour m'eo red. Setu petra ro sant Pôl da anaout pa lavar : «Stourmet am eus gwellan ma c'hallen, peurc'hrêt eo ganin ma redaden, ha breman e c'hortozan ar gurunen a dle Doue d'in, hag a roo d'in, abalamour m'eo eur barner leal.»

Meritou a c'haller eta da zastum. Ar Skritur-Zakr hen diskouez. An Iliz hen lavar ive. An eskibien, en Trant, a skrive : «Malloz d'an neb a lavarfe eo dereat hepken da Zoue rei ar baradoz d'an den a varv en stad a c'hras, rak dleet eo d'ezan hen ober goude ar promese en deus grêt.»

An eskibien, en Oranj, a lavare : «N'eo ket red d'an Otrou Doue rei e c'hras d'an den d'ober oberou mat; mes pa vezont grêt, eo red d'ezan o goprât.»

«Evel m'eo dleet e teufe ar maro war-lerc'h ar pec'hed, evelse, eme sant Augustin, eo dleet e teufe ar vue a bado da viken war-lerc'h an oberou mat.»


III. — Evit dastum meritou, e renker bezan en gras Doue.

Ar skour n'hall ket dougen frouez nemet stag a vefe ouz ar wezen; evelse e c'hoarvez gant ar c'hristen. Stag e renk bezan ouz Doue, anez, eo didalve e oberou.

Red eo, d'an eil, bezan en bue. «Dont a ra an noz, da lavaret eo, ar maro, ha neuze n'haller mui ober netra.»

IV — Hag ar pez a rêr a renk bezan grêt gant liberte; red eo e vefe mat, drezan e-unan ha dre an digare hon doug d'hen ober, ha grêt abalamour da Zoue.

Dastumomp meritou muian ma c'hellfomp : diskiant eo bernian danve en eur vro ha n'omp ket da chom enni, ha chom hep kas madou d'ar vro hon devo da vont enni hepdale.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica