retour à la page d'accueil

pages 882, 883, 884

pages 882, 883, 884

*******

Kentan devez warn-ugent a viz Kerdu

SANT THOMAS

Abostol

-------------

Thomas a oa ganet er Galile. O vezan klevet bano eus ar burzudou a rê Jezuz, e kredas e oa ar C'hrist, ha ne zaleas ket da heuilh anezan en pep lec'h. An enor en devoe da vezan dibabet evit unan eus an daouzek abostol.

Pa fellas d'Hon Zalver mont da Vethani evit rei ar vue d'e vignon Lazar, a oa neve varo, an diskibien hen dizalias, en eur lavaret : N'eus nemet eur pennadik, ar Judevien a felle d'eze ho lazan a dôliou mein, hag e fell d'ec'h distrei dioustu en o zouez ?

- Deomp bepred ! eme Jezuz.

- Deomp ive, eme Dhomas d'an diskibien, evit mervel gant Hon Mestr.

De arôk e varo, epad ar goan divezan a reas gant e ziskibien, Jezuz a lavaras d'eze :

- N'et ket d'en em jalan mac'h an d'ho kuitât, rak mont a ran da gempenn d'ec'h eur plas kaer; dizrei a rin evit ho kerc'hat hag ho tigas d'al lec'h ma vezin ma-unan. Gouzout a ret da belec'h ec'h an, hag anaout a ret an hent.

- N'ouzomp ket, eme Dhomas dioustu, da belec'h ec'h et; penôs neuze e c'hallfemp anaout an hent ?

- Me, eme Jezuz, eo an hent, ar wirione hag ar vue; den n'hall mont da gaout ma Zad nemet drezon-me.

Abarde an devez ma oa savet eus e ve leun a vue, Jezuz a 'n em ziskouezas_d'e ziskibien, en eur lavaret d'eze :

- Ar peuc'h ra vezo ganec'h !

Thomas ne oa ket war al lec'h, ha ne fellas ket d'ezan kredi an Ebestel, pa lavarent d'ezan e oa savet Jezuz eus e ve leun a vue, hag o devoa e welet.

- Nan, emezan, ne gredan ket ac'hanoc'h, ha ne gredin nemet p'am bezo gwelet roudou an tachou en e zaouarn hag en e dreid, ha laket ma biz en gouli e goste.

Eiz devez goude, e oa gant an diskibien-all en eur gambr, an dorojou prennet mat warneze, gant aôn ouz ar Judevien. Jezuz a 'n em ziskouez dirake en eur lavaret, evel en dro gentan :

- Ar peuc'h ra vezo ganec'h.

Hag en eur drei ouz Thomas, e lavaras d'ezan :

- Ha te, Thomas, deus, hag anave ec'h on en gwirione savet eus ma be leun a vue; gwel ha n'eo ket heman ar c'horf a zo bet staget ouz ar groaz; sell ouz ma daouarn hag ouz ma zreid, lak da viz en gouli ma c'hoste, ha diwall ken da vezan diskredik.

Thomas a respontas dioustu :

- C'houi eo ma Otrou ha ma Doue ! Jezuz a lavaras d'ezan :

- Kredet a teus, Thomas, abalamour ma teus gwelet; eürus ar re a gredo hep bezan gwelet.

Goude bezan resevet ar Spered-Santel da ze ar Pantekost, sant Thomas a yeas da brezek an Aviel en koste ar sav-heol. Prezek a reas en kement bro a oa en Azi, betek an Indez. Gonid a reas eun niver bras a eneou da Zoue, ken dre e skoueriou mat, ken dre e viraklou. Beleien an doueou fôz a gounnare; ober a rejont kement ma oe kondaonet, gant eur roue pagan, da vezan lazet a dôliou goaf.

--------------------

KENTEL

Dre nerz ar Spered-Glan

Doue eo ar Mestr, Mestr ar bed-all ha Mestr ar bed-man. ha daoust d'ezan da vezan bet Mestr a holl-viskoaz, n'eus kelou ebet gantan c'hoaz da zilezel e garg. Mestr war bep tra : war ar stered a red eus an eil oabl d'egile; war ar moriou a ruilh eus an eil ôd d'eben; war an douar, war e drevajou, war e loened; Mestr war an treo n'eus bue ebet enne, ha war an treo buezek.

Doue eo Mestr pep tra, ha dreist-oll, Mestr an dud.

Burzudus eo an treo kaer a ra gant ar grouadurien dispered, a zent outan bepred; mil ha mil gwech burzudusoc'h eo c'hoaz en treo kaer a ra gant grouadurien speredek a 'n em lez da vezan renet gant ar Spered-Glan, evel eur c'hrouadur gant e vamm.

Jezuz-Krist en devoa prezeget epad tri bla. Daouzek den en devoa dastumet war e dro; roët en devoa d'eze e gelennadurez. Eun devez a deuas, hag un an eus an daouzek-se hen gwerzas, eun all hen nac'has, an dek-all a dec'has. Staget a oe ouz ar groaz; mervel a reas outi; e gorf a oe sebeliet. Tri devez goude, e save eus a varp da veo; daou-ugent devez goude, e pigne en nenv. Hanter-kant devez goude, an Ebestel a oa bodet er Gambr-lid, hag a bede kalonek gant ar Werc'hez. o Mamm; en eun tol, e oe klevet eun drouz vras henvel ouz trouz eun avel o c'houezan ganl nerz, hag a lakas an ti da grenan; hag e weljont evel teodou tan a 'n em rannas, hag a chomas unan ' us da bep-hini aneze; hag e oent leuniet holl gant ar Spered-Santel.

Adalek an de-ze, pesketêrien ar Galile a deuas da vezan tud neve; distag diouz pep tra; dispont en pep lec'h; mont a rejont dre ar bed da c'honid anezan da Jezuz-Krist.

Klevet a oent, hep mez ha heb aon, o komz dirak pennou-bras Jeruzalem, re Athen ha re Rom. Gwelet a oent o vont a gêr da gêr, a vro da vro, tamallet gant ar Judevien, gwapaet gant ar baganed, o vinnigan ar re o millige, laouen o kaout eun dra bennak da c'houzanv evit o Otrou.

Ne zellent ket ouz o foan; en em ankouât a rênt o-unan evit briata an dud kez, an dud dizesk, an dud reuzeudik a oa endro d'eze.

Ha pa deuas abarde o bue, e savjont warzu an nenv o divrec'h bronduet gant ar chadennou, o izili gouliet gant benviou o merzerenti, hag e tiskouezent en doare-ze, d'an Hini o devoa gwelet o pignal en nenv war ar wabren, ne oant ket c'hoaz skuiz o stourm hag o labourât evitan, hag e oant goest, zoken, da c'houzanv poaniou-all brasoc'h, kentoc'h evit trei kein d'ezan.

O klevet hevelep komzou hag o welet hevelep kalonou, ar Juzevien pennek hag ar baganed dallet a selaouas ar brezegerien neve, hag a adoras an Doue a embannent.

Piou en devoa roët kement-se a nerz d'an Ebestel ?

Ar Spered Glan.

N'hon deus nemet senti outan hag e lako ac'hanomp ive da vont eus an droug d'ar vad, hag eus ar vad d'ar zantelez.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica