retour à la page d'accueil

pages 885-886

Pages 885, 886

*******

Eil devez warn-ugent a viz Kerdu

Ar plac'h eürus Mari Mancini

Intanvez ha Leanez eus a Urz sant Dominîk ('"-1431)

---------------


Katel Mancini a oa ganet en Piz, en blaveziou divezan ar XIVrt kantved, a dud a zoujanz Doue. 

Evit senti ouz he zad, e timezas, hag e oe skouer ar priejou kristen. Daou vugel he devoe, mes an daou êlig-ze a nijas d'ar baradoz arôk m'he devoe ive ar rann-galon da goll he fried. Gouelan a reas d'ezan pell, hag er beden hepken e kavas louzou da barean he glac'har.

He zad a reas d'ezi dimezi eun eil gwech d'eun dijentil eus a Biz. Doue a vinnigas o eured, hag a roas d'eze pemp merc'h hag eur mab.

He c'harante evit ar beorien a oa dispar, ha den reuzeudik ebet ne skoas war he dor hep bezan selaouet. Plijadur a gave, dreist-oll, pa c'halle bezan war-dro ar glanvourien, o louzaoui o gouliou, hag o rannan etreze, gant aluzen ar c'horf, aluzen ar c'homzou mat. Lakat a rê al levenez da ziwan er c'halonou ar muian glac'haret.

Diou skeul a gas d'an nenv, eus ar bed, kristenien, 

Unan an aluzen, hag an eil ar beden.

Daoust pegement a breder a renke kemer gant he ziegez, Katel a gave amzer d'en em unani alïes gant an Otrou Doue dre ar beden.

Mes Doue a felle d'ezan kreski he zantelez oc'h ober d'ezi bale dre hent ar groaz. Koll a reas, en beir amzer, he c'houec'h krouadur hag he fried.

Adalek neuze, ne glaskas en em harpan war netra ken nemet war Galon-Zakr hon Zalver Jezuz-Krist.

Ober a reas le da yun peder gwech er zun, da skourjezan bemde he c'horf, ha da gousket war eun dornad keuneud. C'hoantât a reas ive labourât gant he daouarn evit gonid he baraha hini he feorien.

En amzer-ze, santez Katel a Zienn a deuas da Biz, d'he sklerijennan ha d'he c'hennerzi. War he ali, e wiskas saë ar binijen, en Urz sant Dominik, ha neuze e kemeras an hano a Vari. Bezan e oe skouer he holl c'hoarezed. Ne gave netra re diês d'ober; da varo al leanez santel, Klara Gambacorti, e oe laket da superiorez gant an holl leanezed.

Adalek neuze en em droas muioc'h evit biskoaz gant ar beden hag ar binijen. An devosion a gare ar muian oa an devosion da eneou ar purgator. Mervel a reas etre divrec'h he c'hoarezed, er bla 1431.

Pi IX en deus roët ôtre da lavaret an ofis hag an oferen en he enor.

---------------


KENTEL

Levr ar re n'ouzont ket lenn


Mari Mancini ha Jann d'Arc a varvas er memes blavez. An istor ne verk ket e vije bet a r gentan eun doktorez, hag evit an eil, e lavar ne ouie ket lenn. An dra-ze n'eus ket miret oute o-diou da bignal uhel er baradoz.

An ijin, ar ouiziegez, ar c'halloud hag ar binvidigez, treo mat, koulskoude, dreze o-unan, ne dalvezont netra pa ne lakont ket o ferc'hen da gerzet en hent an nenv. Ar zantelez hepken a zo awalc'h anezi evit ober hon eürusted war an douar-man, hag hon c'has goude-ze da c'hloar ar bed-all. Hag evit bezan santel n'eo ket red bezan desket. Setu aman penôs e tiskoueze sant Visant Ferrier pegen gwir eo kement-se : « Gwechall e oa, emezan, eun itron ha ne ouie ket lenn, ha ne anaveze peden ebet nemet ar Bater, an Ave hag ar Gredo, ha koulskoude, pac'h ee d'an iliz, e kase ganti eul levr, hag e tigore anezan, evel pa vije ouz e lenn,, hag e ouele dourek.

» Eun den mat a c'houlennas outi, eun de, petra lenne en he levr, hag a bedas anezi d'hen diskouez d'ezan. Hag e lavaras : « Me n'ouzon ket lenn ho levriou-c'houi, emezi, mes c'houi n'ouzoc'h ket lenn ma hini-me, kennebeut.»

Koulskoude, evel ma tiskoueze kaout c'hoant d'ober eur zell outan, e tispakas d'ezan he levr. Ne oa ennan nemet peder delien. Ar gentan, gwenn-kann; an eil, ru-tân; an trede, du-pod, hag ar bedervet, melen-aour : «Oh ! emezan, mes n'eus lizeren ebet en neb lec'h ! Ne welan netra ebet da lenn aze !»

An itron a lavaras : « War an delien gentan, me lenn glanded Jezuz-Krist hag ar Werc'hez Vari; pa lakan anezi en kichen fank ar pec'hed a labe ma ene, n'hallan ket miret ouz an daerou da zon em daoulagad.

» Gouelan ran ive, emezi, o sellet ouz an eil delien, rak he liou a ra d'in sonjal en Pasion an Otrou, hag er gwad en deus skuilhet evidomp. War an drede, e lennan tenvalijen euzus an ifern hag holl boaniou an dud daonet, ha war ar bevare, holl gloar hag holl dudi ar baradoz.

f Gwelet a ret, eme neuze sant Visant, ar Spered-Santel en devoa desket lenn d'ar wreg-ze ha ne ouie ket he lizerennou. Arabad da zen ebet eta lavaret ne oar ket lenn, rak lenn evelse a ouezo bepred, ha kement hag a renker eo.»

Gouiziegez n'eo netra

Pa ya eneb Doue : 

Deskomp holl, dreist pep tra, 

Sovetât hon ene.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica