retour à la page d'accueil

pages 918, 919

Pages 918, 919

*******

Trede sul a viz Mae

Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-ar-Goz-Yaudet

en parouz Ploulec'h

-------------


Ar pelerin a bleustr, 'vit ar wech kentan, douar santel ar Goz-Yaudet, a wel eno unan eus ar c'haeran tolennou a oufe Breiz-Izel dispakan dirak an daoulagad.

Ne oar, da gentan, ouz petra sellet, pe ouz ar mor bras kompez henvel ouz eur vantel c'hlas divent, eur voilouzen wenn war he zro ha steredennou arc'hant o lintran a vilierou, war he c'horre, pe ouz an douar, kosan tam en Breiz, marteze, bet pleustret gant kristenien.

War ar gourenezen vihan-man, ar Beg-Leger, 'vel ma ve grêt anezi, e oa gwechall eur gêr, he hano Lexobi, bet savet gant ar C'hallaoued koz. Ar Romaned he c'hemeras, rak eul lec'h brao da zifènn a oa, gant mor ha traouiennou tro-dro, hag eun hent enk o stagan anezi ouz an douar-bras. Roudou a bep seurt o deus lezet war o lerc'h, magorennou koz, feunteun bolziet kaer, danve studi 'vit an dud a ouiziegez.

Ar gristenien, d'o zro, he gonezas d'ar fe gristen nebeut amzer goude donedigez Hon Zalver, hag a zavas enni eur chapel d'ar Werc'hez hag eun eskopti. Ar pelerin, en de a hirie, a dro dreist-oll e zellou warzu ar chapel-ze, kaeroc'h c'hoaz en he zav, en kreiz kemend-all a zismantrou stlabeet endro d'ezi.

Gwir eo, adgrêt eo bet meur a wech; er bla 1858, eun tiegez kristen eus ar vro o vezan roet prof awalc'h, e oe savet a-neve, nemet e oe miret kement a gaer a oa 'barz an hini goz, 'vel al lein-ôter dero kizellet, 'barz ar c'hreiz anezan gwele ar Werc'hez hag ar Mabig Jezuz.

Abred eta e oe anavezet er Goz-Yaudet devosion ar Werc'hez, p'eo gwir e lavarer e oa distrujet kêr, gant an Normaned, 'benn ar bla 837, hag e oa 'benn neuze tremenet enni 72 eskob.

War-lerc'h an dismantr, an eskopti a oe kaset da Landreger, en amzer sant Tual ha sant Ruelin, dre urz Nomenoe, roue Breiz; mes ar Werc'hez ne dec'has ket, ha hirie, war-lerc'h ar C'hallaoued. ar Romaned, war-lerc'h an Normaned ive, n'eus ken eno perc'hen nemeti.

Breman zo eun daou-c'hant vla bennak, ne oa ket, war bouez diou pe der leo eus ar Yaudet, eun tiegez kristen ha ne yaje da bardonan da di ar Werc'hez, koulz pe goulz epad miz mae; rak anez bezan grêt en miz mae, ar pelerinaj ne dalveze netra.

Er mare ma oe adsavet ar chapel, (1858), e vije kanet enni eun oferen-bred, an 30 a viz ebrel, da hanter-noz, dirak pelerined deut a-bell bro, kouls a Leon 'vel a Dreger. Breman eo kollet ar c'hiz-ze, mes da viz mae e ve oferen ha gousperou bep sul.

Ar Yaudet a zo hag a vo bepred eul lec'h devot ha darempredet gant kristenien Breiz-Izel, a yelo di da bedi 'barz en kentan ti a zavas ar 'Werc'hez en o bro.

Ouspen en Breiz ez eo brudet. Eus a bep korn a Frans, e teu tud da 'n em westlan d'an Itron-Varia ha da lakat pedi evite dirak he skeuden.

Gloar d'ar Werc'hez er Goz-Yaudet, 

Meulodi d'he Mab binniget !

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica