retour à la page d'accueil

page 93

Page 93

*******

MIZ C'HOUEVRER

AMZER AR SEPTUAJEZIM

En miz c'houevrer, hag a-wechou ive, en mis genver, e teuer en eur c'houlz eus ar bla hanvet ar Septuajezim, dre ma 'n em gav war-dr'o daou viz ha dek devez arôk Pash.

Rôk digoueout gant Pas, gouel ar goueliou, e renher tremen dre diou amzer retred, an eil war-lerc'h eben, kinniget gant an Iliz d'an eneou evit 'n em digailhari, 'n em wennan ha 'n em santelât : Septuajezim ha Koareiz.

Bean int evel daou borz a binijen hag a beden a-ziarôk palez an Alleluia; evit treuzi an hini hentan e laker ter zun; daou-ugent devez evit treuzi an eil.

An amzer arôk Pask, eme sant Augustin, a zo henvel ouz bue an den war an douar; an amzer goude Pask azo eur skeuden eus bue ar bed-all.

Bezan eo ive, gant he dek ha triugent devez, ar skouer eus an 70 vla a dremenas pobl Israël en kêr Babilon, etre daouarn e enebourien.

Epad an amzer-man a ouelvan hag a binijen, an Iliz ne gan ket an Alleluia nag ar Gloria in excelsis.

Ar c'hristen, evit tremen an deiou-rnan, herve spered an Iliz, a dle sonjal bemde 'barz ar stad euzus a beched, hag a fallagriez m'eo ganet pep den, abaoue pec'hed Adam; sonjal ive en e bec'hejon e-unan, gant keun ha mez, en doare ma vo prest d'o gwalchi ervat, pa deuio êl ar Binijen da zigeri dirakan porz ar C'hoareiz.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :