retour ŕ la page d'accueil |
page 94
Pages 94, 95, 96
*******
De kentan a viz C'houevrer
SANTEZ BERC'HED
Abadez (453-523)
Ar vrasan eus ar zentezed ganet etouez hon breudeur a Iverzon eo Berc'hed, 'patronez o bro, ha tostan zantez a lakont d'ar Werc'hez Vari.
Hanvet eo bet «burzude-rez» abalamour d'an niver a vurzudou he deus gręt en he bue, hep kontan ar re en deus gręt Doue en he c'henver. Ar c'hentan a oe ma c'halvas anezi da leanez ha da zantez, eviti da vezan ganet er-męz eus ar briedelez.
He mamm a oa sklavourez gant he zad, eun dijentil iverzoniad hanvet Duptas.
Heman a roas Berc'hed da zevel d'eur gristenez vat a zeskas d'ezi karet Doue hag ar gwerc'hded.
Pa oe arru savet mat, Duptas he c'hemeras en e di; ober a rę kalz a stad anezi, kouls ha kement he gwele, abalamour d'he gened ha d'he furnez. Meur a zen yaouank a deuas d'he goulenn evit pried. Hi, 'vit gallout dizamman ane, a bedas Doue da lemel diganti he gened. Chilaouet a oe he feden; koll a reas eul lagad, ha kerkent, evel m'he devoa c'hoant, e oe lezet en peuc'h. War an hevelep digare, e kuitaas ar bed, gant ter blac'h yaouank-all, evit'n em westlan holl da Zoue. En eur gleuzen dero, eiz leo bennak diouz kęr Dublin, e rejont o chomaj; al lec'h a oe hanvet, diouz ze, Kel-dero, pe Kil-dare.
Tri virakl a c'hoarvezas, an de ma kemeras Berc'hed goual ar gwerc'hezed eus a zorn an eskob Mel, diskibl sant Patrik : eur c'hef tan a baras 'us d'he fenn; kerkent ha ma he devoe poket da bazennou an ôter, ar c'hoad aneze a deuas da c'hlazan; mes kaeran oe, he gened a oe rentet d'ezi kalz skedusoc'h c'hoaz evit diagent.
Kouent Kil-dare a deuas da greski en berr amzer. Berc'hed a zavas enni eun iliz dreist da holl ilizou ar vro. Beaji a reas ive evit sevel kouenchou neve, a deuas holl da vezan ken lies a eienen a zantelez. Ar burzudou a hade war he hent a vrudas kement he hano ma tiredas eleiz a dud da chom endro d'hec'h abati, ha ma teuas Kil-dare da vezan 'vel eur gęr.
Ar wrizien eus kement a oberou kaer a oa en kalon Berc'hed, da lavaret eo, he zantelez, gręt gant ter vertuz dreist d'ar re-all, hec'h izelded a galon, he faourente hag he c'harante virvidik en kenver ar beorien.
Berc'hed, diouganet ganti de he maro, a bignas daved Doue, an de kentan a viz c'houevrer 523, oajet a zek vla ha tri-ugent.
Dięs a vefe niveri ar miraklou he deus gręt. War a lavar ar c'hardinal Baronius, bezan oa, en e amzer, en Rom, eul levr a bevar warn-ugent loden ha ne oa ken ennan nemet burzudou gręt ganti.
Sin ar groaz eus he dorn a rę plegan an natur hag an drouk-sperejou. Eun devez, daou laour a deuas da glask ar yec'hed diganti. Binnigan a reas dour ha lavaret d'eze 'n em walc'hi an eil egile. Ar c'hentan gwalc'het a oe yac'haet raktal, mes n'houlle ken gwalc'hi e gonsort, gant aon da adtapout ar c'hlenved. Petra c'hoarvezas ? E adstagas e lorgnez outan hag egile a 'n em gavas pare.
'Vit miret envor anezi, leanezed Berc'hed a c'houezas eun tan a oe galvet «tan santez Berc'hed, » hag a oe dalc'het beo, noz-de, 'n o c'houent, betek ar bla 1220.
N'eus ken a gelou eus he relegou nag eus hec'h Urz. He hano, avat, a zo brudet kouls ha biskoaz; douget eo gant eleiz a verc'hed en Iverzon ha gant triouec'h parouz eus ar vro-ze.
Meur a lec'h en Breiz-lzel a digas sonj anezi ive : parouz Kervoroc'h he deus he c'hemeret da batronez.
*******
SANT IGNAS
Eskob Antioch (***-107) merzer
En hevelep de, e ręr gouel sant Ignas, diskibl sant Yan hag eskob Antioch, merzeriet en Rom dindan an impalaer Trajan, dre n'houlle ket nac'h relijion Jezuz-Krist.
Taget e oe gant al leoned, war leuren ar C'holize, dirak kant mil pagan diredet, war o flijadur, da welet ar gristenien o vervel.
En eur gouezan, e lavare :
« Me eo gwiniz an Otrou Doue. Red eo e vefen malet gant dent al loened goue evit ma c'hello bezan gręt ganin eur bara gwenn-kann a blijo d'an Otrou Jezuz-Krist. »
*******
KENTEL
An Doueou fôz
Sant Ignas a c'houlenne ouz an impalaer Trajan :
« Da behini eus ho toueou e kinnigin ezanz ? »
Ha n'eo ket souez ! Bezan e oa kement anezo. An denvalijen ledet war ar spered hag an dizurz diwanet er galon gant ar pec'hed, o devoa gręt d'ar baganed koll krenn anaoudegez ar gwir Doue, a oa et, koulskoude, dre ar bed, gant tud an amzer gentan. An ęle, mat ha fall. a oe gręt doueou aneze; an heol, al loar, ar stered, ar mor, an andon, ar c'hurun, an avel a oe gręt doueou aneze; skeudennou eus unan pe unan eus an doueou-ze a deuas, d'o zro, da vezan doueou neve : ar baganed, evelse, a oa deut da gaout eun niver divent a zoueou (1).
Petron a lavar e oa kalz muioc'h a zoueou evit a dud en e vro; ha Bossuet a lavar : « Gant ar baganed, pep tra a oa doue, nemet Doue e-unan. »
Hag an doueou-ze, elec'h lakat an treo da vont war an tu mat, ne rent nemet o lakat da vont war an tu gin muioc'h-mui ! An dizurz a oa en pep lec'h; ha, dre ma kreske an dizurz, e kreske ive ar grisder. An impalaer Trajan, evit plijadur ar bobl, a lakas 10.000 den, er memes devez, d'en em gannan ha d'en em lazan, er C'holize, a dôliou kleze.
Setu aze pelec'h e oa 'n em gavet ar baganed, o vale dianket er-męz eus sklerijen Doue ! Setu aze en pelec'h e klasker hon lakat da gouezan adarre. «Lôsket eur barouz ugent vla hep beleg, a lavare person Ars, hag e vezo adoret enni al loened. »
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------
(1) Hanoiou ar re vrasan aneze a zo bet roët da zeiou ar zun hag a zo deut, zoken, betek
ennmonp.
Disul : De an heol, « sol » en latin. — Dilun : De al loar, « luna » en latin. — Dimeurz : De Marz, doue ar brezel, hanvet Euzuz gant an Drouized. — Dimerc'her : De Merkur, doue ar marc'had, hanvet Tentâtes gant an Drouized. — Diziou : « Dies Jovis », de Jupiter, doue ar c'hurun, Taranis an Drouized. — Dirgwener : « Dies Veneris », de Venus, doueez ar gened. — Disadorn : De Saturn, doue an amzer.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |