retour à la page d'accueil

pages 97, 98

Pages 97, 98

*******


Eilvet devez a viz C'houevrer

Ar Werc'hez o vont d'an Templ gant he Mab Jezuz

E touez ar Judevien, herve al lezen, ar wreg a lake eur c'hrouadur er bed a chome eur pennad hep mont eus ne zi, ha d'an daou-ugentvet devez, e tlee mont  d'an Templ ha lakat etre daouarn ar beleg diou durzunel pe eun oan, da ginnig, en prof, d'an Otrou Doue.

Herve al lezen ive, ar mab henan, en pep tiegez, Doue a vire anezan evitan e-unan. Koulskoude, ar vibien henan ha ne oant ket eus a wad Levi, dal ma vijent bet kinniget gant o zud d'an Otrou Doue ha laket etre daouarn ar veleien, a c'helled o dasprenan, en eur rei pemp skoed d'an Templ.

Mari ne oa ket red d'ezi heuilh al lezen gentan, p'eo gwir e oa ken glan war-lerc'h ginivelez he mab evel ma oa arôk; ha Jezuz, p'eo gwir e oa Mab Doue, ne oa ket ezom na da ginnig anezan d'e Dad, na da rei netra evit e zasprenan, p'eo gwir e oa eus eur gwad ha ne oa ket bet kontamet gant ar pec'hed.

Mes Mari, daoust ne oa ket grêt eviti hini ebet eus an diou lezen-ze, a zentas oute, ha daoust ma oa binniget dreist an holl gwrage, e chomas en o renk. En em gaout a reas eta e-tal dor an Templ, he fried. he mab ha hi. Eur beleg, gant eur sparf, a dôlas beradou gwad warnezi, evel war eur wreg labeet gant ar pec'hed. O vezan n'he devoa ket êz da ginnig eun oan, prof an dud pinvidik, e kinnigas diou durzunel, prof an dud paour, ha kerkent e oa dinam, zoken dirak Lezen Israël.

Goude-ze, ar bugel bihan a oe kaset dirak an ôter vras ha kinniget d'an Otrou Doue, laket être daouarn ar beleg, a roë anezan d'e vamm war e giz, evit pemp skoed. Ar beleg an evoa douget mab Mari ne ouie ket pebez tenzor a oa bel gantan être e zivrec'h, mes daou zen koz, Si-meon hag Annan, a oa en Jeruzalem, hag a 'n em gavas en Templ pa oa Jozef ha Mari o tanzen mont er-mêz. Pell a oa e oant o c'hedal donedigez ar C'hrist, hag eun dra bennak a lavare d'eze ne ziskennjent ket en tenvalijen ar be, arôk bezan gwelet e ze o c'houlaoui.

Sklerijennet gant ar Spered-Santel, ec'h anavezjont Salver ar bed 'barz ar bugel koant a oa gant Jozef ha Mari. Briata rejont anezan gant teneredigez. Ha Simeon, dre e «Nunc dimittis», a lak bemde an lliz en genou he beleien, a drugarekaas Doue da vezan grêt d'ezan, arôk mervel, an enor da c'hallout ambroug e Vab en em c'hrêt den.

Brcman, Otrou, lôsket ho servijer da vont

En peuc'h, herve ho promese ; 

Rak ma daoulagad o deus gwelet an Hini 'deu gantan ar zilvidigez,

Ho peus savet 'us d'an holl boblou,

Evel eur goulou a sklerao ar baganed

Hag a vezo gloar ho pobl Israël.

Simeon a lavaras da Vari, arôk kimiadi diouz he mab :

« Setu aze, emezan, an hini zo laket evit koll ha salvi eleiz en bro Israël. Eur merk eo, ha meur a hini a yelo eneb d'ezan, hag hoc'h ene-c'houi a vezo treuzet gant eur c'hleze a c'hlac'har. »

Ya ! Jezuz eo an hini a renker ober outan, unan a zaou, e gasaat pe e garet ! Kement-se zo bet gwir epad e vue, kement-se zo gwir abaoue m'eo et diwar an douar-man !

Dre vister ar Werc'hez o 'n em ginnig en Templ gant he mab Jezuz, goulennomp ar c'hras da vezan glan a gorf hag a spered.

-------------------------

KENTEL

Bennoz ar penn

Ar mamraou kristen, daoust ma n'eo ket eun dra red d'eze, kentan hini ec'h eont da welet, goude m'o deve bet eur c'hrouadur, eo Doue en e iliz. Mall o deve d'e drugarekât eus o delivrant, ha da c'houlenn digantan e vennoz evite hag evit o bugaligou.

Ma zo eur rebech hag a ya dôn en kalon an den, eo ar rebech da vezan bet dianaoudek en kenver unan hag an eus kavet da astenn an dorn d'ezan war hent ar vue.

Ma tleer trugarekât an dud eus o madelezou, arabad kredi e vefe dereat chom hep lavaret eur bennoz da Zoue, beb an amzer, hen hag eo ar gwellan, hag a-bell, eus hon holl vadoberourien. An dizanaoudegez a zizec'h prim eienen ar madoberou.

Ken red eo trugarekât Doue evel m'eo e veuli hag e garet. Ha dreist-oll, eta, ar gerent kristen, pa deurve gant Doue ober an enor d'eze da lakat ar gurunen a dad hag a vamm war o zâl, a dle diskouez anaoudegez vat ha gwestlan d'ezan o bugale, kentan gwech mac'h eont d'an iliz goude o ginivelez, ha lakat o holl aked d'o zevel en e zoujanz hag en e garante.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica